Mont d’an endalc’had

.222 Remington

Eus Wikipedia
.222 Remington
Skeudenn ar pennad .222 Remington

A gleiz da zehou : kartouchennoù 7 × 64 mm - .243 Winchester - .222 Remington - .22 Long Rifle
Doareoù
Kalibr .222 / 5,56 mm
Doare douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mare implij Abaoe 1959
Muzulioù
Ø bannadell 5,7 mm
Ø kolier 6,4 mm
Ø skoaz 9,1 mm
Ø korf an douilhez 9,6 mm
Ø strad 9,6 mm
Tevder ar strad 1,1 mm
Hirder an douilhez 43,2 mm
Hirder ar gartouchenn 54,1 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 3 - 4 g
Tizh o vont e-maez V0 895 - 1092 m/s
Energiezh ar vannadell 1512 - 1590 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .222 Remington zo ur munision skoet war e zro, savet gant Remington Arms Co. e 1950 evit ar garabinenn-vorailh M722. N'eo ket deveret deus ur munision all, met heñvel a-walc'h eo ouzh unan .30-06 bihanoc'h. Pouez ar bannadelloù a zo alies etre 3,24 ha 3,56 g (50 da 55 greunenn), da chaseal jiboez munut pe evit ar sportoù tennañ da skouer, met a-wechoù e kaver lod a ra betek 5,83 g (90 greunenn). Resis-kenañ eo ar munision-mañ betek 200 metr hag implijet kenañ e vez da chaseal loened gwelet evel noazus (lern, avanked-Spagn) pe c'hoazh yourc'hed chaseet en ur dostaat.

Anvet eo .222 Remington, koulskoude ne ra ket ar vannadell .222" (5,56 mm) rik, .224" (5,70 mm) kentoc'h. An .223 Remington, anvet ivez 5,56 × 45 mm NATO hag a gaver el lod brasañ eus ar fuzuilhoù-arsailh implijet gant broioù AFNA (M4 hag M16, FAMAS), a zo deveret deus an .222 Remington. Ral eo armoù-tan an arme kambret e .222 Remington.

Ne vez ket implijet kalz ar c'halibr-mañ en Amerika ken : eno e raer muioc'h gant an .223 Remington, a zo marc'hadmatoc'h abalamour da stokoù dreist an arme. Poblek-kenañ eo an .222 Remington en Europa, ha dreist-holl e Frañs : er vro-se eo renket er rummad C (munision chaseal) pa vez renket an .223 Remington er rummad B (munision a ranker resev aotre ur prefed da implijout pe da brenañ anezhañ).

Keñveriañ bannouriezh ar munisionoù armoù-skoaz nesañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar barregezhioù-implij skoueriek a zo diazezet war roadennoù ar munisionoù standart a gaver en gwerzh.

Barregezh ur munision, da lavaret eo galloud e stokadenn war ar sibl a vez eztaolet e jouloù hervez ar formulenn E = 1/2 M.V2 o vezañ M ar mas ha V tizh ar boled.

An argil santet en arm a vez muzuliet gant ar c'hementad fiñv eztaolet e kg m/s hervez ar formulenn Q = M.V .

Setu e vo uheloc'h barregezh ur munision .270 Winchester (3670 J) evit unan 7 × 57 mm Mauser (3035 J) met heñvel a-walc'h eo o argil (7,86 kg m/s ha 7,89 kg m/s ).

Barregezhioù ar munisionoù armoù-skoaz nesañ
Roadennoù ar vannouriezh (munisionoù a gaver er stalioù) barregezhioù-implij skoueriek
Doare treuzkiz

boled

treuzkiz

boled

hirder

kartouchenn

hirder

douilhez

pouez

boled

pouez

boled

tizh

da nebeutañ

tizh

d'ar muiañ

energiezh

da nebeutañ

energiezh

d'ar muiañ

Pouez Tizh Energiezh Argil
unanenn mm meutad mm mm g Greun m/s m/s J J Greun m/s J kg m/s
.22 LR 5,60 .223 25,40 15,60 1,9 - 2,6 30-40 370 500 180 260 32 440 200 0,91
5,56 × 45 mm NATO
.223 Remington
5,69 .224 57,40 44,70 3 - 4 30-60 850 993 1670 1890 55 988 1740 3,52
.222 Remington 5,69 .224 54,10 43,20 4-5 50-77 890 1090 1450 1600 50 957 1285 3,10
.243 Winchester 6,20 .243 68,83 51,90 4 - 6 62 - 90 920 1240 2500 2900 90 945 2600 5,51
.270 Winchester 7,00 .275 84,80 64,50 6 90-130 910 1100 3500 4000 130 933 3670 7,86
7 × 57 mm Mauser 7,24 .285 78,00 57,00 8-12 124-180 700 900 3000 3700 160 765 3035 7,93
7 × 64 mm Brennecke 7,24 .285 84,00 64,00 8-12 124-180 820 920 3300 4000 162 800 3360 8,40
7 mm Rem Mag 7,20 .284 84,00 64,00 8-10 124-154 870 1100 4000 4400 150 945 4340 9,18
7,62 × 51 mm Otan
.308 Winchester
7,82 .308 69,90 51,20 6,5-8 124-150 780 860 2900 3600 150 860 3594 8,36
.300 Win Mag 7,80 .308 85,00 67,00 8,7-13 135-200 900 990 4500 5000 180 900 4725 10,50
.30-06 Springfield 7,80 .308 85,00 63,00 9-15 140-230 750 890 3800 4000 180 825 3970 9,62
7,92 × 57 mm Mauser 8,22 .324 82,00 57,00 11-15 170-230 720 800 4800 4800 200 740 3550 9,60
.338 Win Mag 8,60 .338 84,80 64,00 11-15 170-230 760 900 3500 5300 200 900 5250 11,66
9,3 × 62 mm Mauser 9,30 .366 83,60 62,00 16-26 240-350 720 800 4300 5200 250 745 4495 12,06
.375 H&H Magnum 9,50 .375 91,00 72,40 16-26 240-350 700 882 5500 6300 270 800 5600 14,00
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan